Pajenn:Catechis, 1817.djvu/150

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
Treguer.

N’en deus cas pe sort defaut a oufent da gavet ; en deus sonch bepret penaus e zint e dad hac e vam. Disquet eta, bugale guez, an avantaich a so c’henori, o respeti tad ha mam, evel malheur ar re a Yanq d’an dever-se.

« An hini, eme ar Speret-Santel, a henor e vam, a so evel un den peini a dastum un tensor. An hini a henor e dad, a gavo e joa en e vugale, ha Doue a exauço e beden. An hini en deus dougeanç Doue, a henor tad ha mam, hac a servigeo evel e vætro ar re o deue roet ar vuez dezàn. Henoret o tad dre o ç’hobero, o comso, gant pep sort patiantet evit meritout e venediction peini a chorno be pret guenac’h. Benediction an tad a ra prosperi tieguez ar vugale ; malediction ar vam en rouin antieramant. Peguen infam eo an hini a abandon e dad, ha peguen miliguet gant Doue eo an hini a laca e vam en coler. Chetu a-se comso ar Speret-Santel. Respetet ha profitet. »

N’en deo quet suffisant caret tad ha mam ; ret eo ive senti oute. Obeisset d’o tad er pez a so hervez Doue, eme an abostol, rac quement-se a so just. Нaс evit rei da gompren penaus an disobeissanç a so ur pec’het bras, ar memes abostol o coms a grimo ar Bayanet, a lavar penaus ar vugale ne obeissent quet d’o zad. Avertissa a ra Thimothee penaus e c’harruo un amser a desolation en peini ar vugale ne obeissont quet d’o zad. Lequet evez na ve arru an amser malhurus-se. El lezen ancien ar vugale disobeis a voa labeet gant ar veïn. Bugale, obeisset eta, Doue en ordren ; obeisset evel m’en lavar an abostol, er pez so hervez Doue :