Pajenn:Catechis, 1817.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
148
Catechis

rac ma commantse tad pe vara treo difennet dre lezen Doue, respontet neuse evel Sant Pêr d’ar Judevien pere a falveze deze en ampech da brezeg lezen Doue, penaus eo guell hac eo ret obeissàn da Doue dre breferanç voar an dud.

Deverio ar Mæstro hac ar Domestiquet.

Deverio ar Mæstro hac ar Mæstreset en quêver o servigerien, ha re ar re-màn en quêver o Mæstro ha Mætreset, a so quasi ar memes evel re an tado hac ar mamo en quêver o bugale, ha re ar vugale en quêver o zad. Ar Mæstro a dle d’o servigerien ar vevanç, an instruction, an exempl vad, o feàn hac o c’haret. Mar deo obliget ar mæstro da gavet calon un tad en quêver o servigerien, ar re-màn ive a dle deze carantez, respet, obeissanç, fidelite da ober o dever ha da ampech na ve groet gaou oute gant den. Ar servigerien a ramplisso o dever fidelamant, eme S. Paul, ra recevo evit recompanç Rouantelez an env. Doue en deus groet an oll gonditiono ; mar raportomp tout d’e c’hloar, ezomp er santelez hac er berfection eus on stad, hac e tleomp bezàn contant. Bezàn on deus tado naturel, temporel ha spirituel. Facil eo anaveout on deverio en o andret tout. Ar santelez a Doue a henorer er Sænt, e oll c’hallout er re a so placet gant Doue evit gouvern ha commandi : n’en deus puissanç ebet nemet eus an env. Evel-se Jesu» Christ a lavar dimp renta da Cæsar ar pez so da Cæsar, ha da Doue ar pez so da Doue. An urz eus ar brovidanç divin a c’houlen un obeissanç constant ; panevet se e ve confondet ha brouillet tout. Mæs ret eo remerqui penaus lezenno an dud na ellont jamæs