Pajenn:Catechis, 1817.djvu/153

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
Catechis


Eus ar Scandal.

Ar scandal pe ar goal exempl a so ur muntr eus an ine. Graç an Autro Doue eo buez on ine ; mar greomp eta d’an nessàn coll graç Doue, e zomp muntrerien eus e ine. Ar scandal a so ur goms pe un action fall, pe en deus an apparanç da vezàn fall, ha dre-se a ell bezàn d’ar re-all un occasion da offanci Doue ha da goll oc’h ine. Dre exempl, coms a rer a enep ar reigion, an devotion, ar chastete, ar charite, etc. Rei a rer ali evit an drouc, pe en ordren ; an treo se tout a so pec’het a scandal. Ober a rer actiono fall en presanç re all ; quement-se so scandalus. Ar goms ne ra nemet rei mouvamant ; an exempl a draïn. Sant Paul n’en dige quet debret a guicq en presanç ar re a sonche e voa un dra difennet. Bezàn so evit guir sperejo estropiet pere a ve scandaliset dre ar pez n’en deus quet a apparanç a scandal ; hennes so ur scandal recevet ha non pas unan roet. Ur sort tud n’o deus d’en em glem nemet aneze oc’hunan. Bezomp en pep lec’h ar c’huez-vad a J. C., ha lequeomp evez da laret na da ober netra a guement a ve occasion d’en offanci.

Ar Vedizanç.

Buez naturel an den a gonsist en union ar c’horf hac an ine ; dre ar maro e ve collet. E vuez spirituel a gonsist en graço Doue ; ar pec’het hac ar scandal o lem digantàn. Anfin e vuez civil eo an opinion hac ar reputation vad ; an detraction e lem digantàn.

Detracti an nessàn eo declari an drouc en deus groet, pe un imperfection en e bersonaich. Ar pec’het-se a so grevus, ha cousgoude commun. Ar medisant dre un taul teod a laz peur-