vuyàn tri ine. Lazan а rа e ine e-unan ; rac an detractourien, eme S. Paul, ne antreont quet en Rouantelez an env. Reputation an nessàn a so preciussoc’h evit an arc’hant hac an aour. Lazàn a ra ine an hini en seleo ; rac evel m’en lavar an abostol, n’en deo quet epquen ar re a ra an drouc a so coupabl, mæs c’hoas ar re a gonsant gante. Sant Bernard a lavar ne voar quet pe an detractour, pe an hini en seleo eo ar muyàn coupabl. Ar medisant, eme ar sant, en deus an diaoul en e deot, hac an hini en seleo en e scouarn. An fin, ar medisant a laz ine an hini eus a beini e trouc-coms. Crigui a ra en couaich evel ar serpant ; mæs couls pe gouls e c’harruo e vedizanç bete an hini a ra sujet anezi. Cassoni a goncevo eus ar medisant ; douguen a raïo martese bete ar maro an desir d’en em vengi, ha chetu-àn daonet. Ha ne vige quet bet guell dezàn e vige anfoncet ar poignard én e galon ? Memes ha pa rafe Doue ar c’hraç d’an den detractet da soufr gant patiantet ha da bardoni ar medisant, eo bepret guir penaus eo collet e reputation. N’en deus pec’het impardonabl ebet ; mæs ive hini n’en deo patdonet ep reparation. Or penaus e reparo ar medisant ? Ober vad, renta servich : mæs quement-se a so insuffisant. An deveger-se, an artisan-se, ar serviger-se voar stad pere oc’h-eus comset, teot trempet en ifern, n’en deus quen den confianç enne ; chomet int ep condition, ep bara : chetu a-se un effet eus ar goal deodo, hac an detractour e-unan a so abominabl dirac daoulagat Doue ha re an dud. En lies fæçon e voar coupabl a detraction ; pa gresquer an drouc en deus groet an nessàn, ar pez so calomniàn : pa disoloer fauto coachet,
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/154
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151
Treguer.