pa ententter[sic] fall, pe pa droer en drouc actiono ar re all ; pa veuler aneze gant yenion, pa lerer penaus on nessàn n’en deus quet groet un action mad peini en deus couscoude groet ; pa diminuer dre sign, gestro pe gomso an actiono mad a raporter eus an nessàn ; pa ne veuler quet e obero mad. Songet penaus deiz ar jugeamant na vezo quet goulennet a gont diguenaic’h a vuez o nessàn, mæs eus o c’hini oc’h-unan. Poëzet o comso, lequeet ur brid voar o teod, lequeet un oor voar o queno, un drill spern en dro d’o tiou scouarn. A vel an nord a chasse ar glao : mar groed ur min trist d’an detracteur e tavo. Na leveret quet n’oc’h-eus laret nemet ar pez so guir voar sujet о nessàn ; c’hoas ur veich, re eo an detraction. Mar oc’h eus laret ar pez so gaou, oc’h eus-àn calomniet ; coustet a gousto eo ret daic’h en em dislaret, pe n’en deus quet a Varados evidoc’h. Ar grevusdet eus an detraction a so musuret voar ar personacho a bere e ve drouc-comset. Sul-vuy a so dlet a respet hac a obeissanç deze, sul vrassoc’h eo ar pec’het.
An Ilis o cresqui a deiz da deiz, ar Saduceanet a deuas da vezan furius o velet quement-se. Saisissàn a regeont an Ebestel, hac o lacat er prison. Un Æl o delivras, hac a lavaras deze mont da brezeg en creis quær. Pa voa assamblet ar C’honseil e voe casset da glasq an Ebestel. Seret e voa dorejo ar prison, mæs ar brisonerien a voa achapet. Gouveet e voe e voant o prezeg publicamant : arretet ha conduet e voent d’ar C’honseil, peini en devoa c’hoant d’o lacat d’ar maro. Gamaliel a gomsas er guis-màn :