Pajenn:Catechis, 1817.djvu/16

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
Treguer.

sign sacr eus ar groas ; ha quement-se a so attestet en histoar, en hevelep fæçon ma ve gallet ober ur volum eus an testenio a fournis voar an articl-se. Sign ar Groas a reer en diou fæçon. Da guenta, o touguen an dorn deou voar an tall, neuse voar an estomac, ac’hane voar ar scoa gleï, ha goude voar ar scoa deo, en ut laret er memes amser : En hano, etc. D’an eil, e reer sign ar Groas en ur ober gant an dorn pe ar biz ar figuren † eus ar Groas. Lactance a lavar penaus an diaoul consultet gant an Impaler, n’en defoa quet credet respont dezàn en presanç ur c’hristen peini en defoa groet sign ar Groas. S. Gregoar a lavar penaus Juluen an Apostat oc’h ober un deiz ur sort magi, o vezàn spontet a eure ep sonch sign ar Groas ; mæs querquent e tisparissas ar fals spouron eus an drouc-speret. S. Athanas, S. Jerôm, S. Victor, S. Augustin a raport un nombr eus a viraclo groet dre sign ac Groas. Ur sort testo na ellont na trompla na bezàn refuset. Respectomp eta ar sign eus ar Groas ; gravomp-àn voar hon zall, en hon c’halon ; sevomp hon speret bete an env, mæs-dougomp-àn ive bete menez cal-var, evit ma or bezo memoar a varo ha passion hon Salver, peini a lavar dimp penaus ma ne dougomp hon c’hroas assambles gantàn, ne vezomp quet dign anezàn. Ar sign sacr eus ar Groas hon rent victorius en dentation, chasseal a ra an drouc-speret, armi a ra ar c’hristen en pep amser, mæs ispicial er momet diveza eus ar vuez. Concluomp eus ar miraclo raportet voar sign ar Groas gant tud santel hac alies presant, penaus hon deus ar c’hraç da veva er guir religion ; rac Doue ne ra quet a viraclo evit favorisa