reur en deus Doue ous ar pec’het infam… Meditet ha diouallet.
VI. QUENTEL.
Voar ar seizvet hac ac decvet Gourc’hemen
7. Domaich ebet da den na ri, mar e teus groet hast repari.
|
G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an daou Gourc’hemen-màn ?
R. Difen-a ra ouzimp ober gaou ebet ous den na cavet ar volonte d’en ober.
G. En pet fæçon e c’heller ober gaou ous an nessàn ?
R. En teir faeçon, o tomagi, o laëres pe o viret e dra injustamant.
G. Нac èn so avoalc’h covessaat ar gaou a ve gret ous an nessàn ?
R. Salocroas, ret eo restitui mar gueller, pe vezàn daonet.
G. Pegouls eo ret restituí ?
R. Quentàn ma eller.
G. Piou so obliget da restitui ?
R. Quement hini so bet caus d’an domaich.
G. Nac an Usuillerien ?
R. Obliget int ive da restitui dindan boan a daonation.
G. Petra eo an Usuilleres ?
R. Ar profit a denner eus ar prest.