ne màn quet el lezen naturel, peini a lavar treti ar re-all evel ma carfemp bezàn tretet on-unan. An Aviel a lavar dimp presti, mæs gratis. Præstet, eme on Salver, mæs na vet quet en gortos da receo muy evit n’oc’h eus roet.
Lezenno an Ilis a difen an Usuilleres. Ar C’honcilo a Nicee, Elvir, ar c’hentàn a Arles, ha surtout hini Vienn, a lavar en termenio formel penaus eo un heresi souten n’eo quet pec’het an Usuilleres. Priva a reont an Usuillerien eus ar gommunion epad o buez, hac eus an douar biniguet goude o maro.
Al lezenno civil a difen an usuilleres. Na ellont quet bezàn contrel d’an Aviel, pe autramant ne vent nemet faus lezenno, un abus criminel eus an autorite, ne ve quet permetet senti oute. Sant Louis en 1154, ar Roue Philip en 1311, ar Roue Charles en 1565 a discleri infam an usuillerien, hac usuilleres ar pez a recever en tuont d’ar pez a so prestet.
N’en det quet da gredi penaus ne vezer usuiller nemet pa guemerer effectivamant ur bris groet evit an arc’hant prestet. Mar recever servigeo, cher vad ; en ur guer, mar recever nep sort abalamour d’ar prest, e voar usuiller. Doue na except eus e lezen na paour na pinvidic, na majeur na minor. N’en em dromplet quet eta voar arc’hant ar vinoret ; na eller en nep fæçon en laquaat voar interest, da laret eo, en prest evit raporti ur profit contrel d’an Aviel ; rac ret e ve restitui pe vezàn daonet. Placet an arc’hant-se en constitu, er prenàn douar, er c’hommerç, evel ar gommerçantet leal, da gol pe da c’honit hervez Doue. An usuilleres a so pec’het dre natur ; na ell quet chanch. Ul levr bras a ve