Pajenn:Catechis, 1817.djvu/168

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
165
Treguer.



IIV.[sic] QUENTEL.

Voar an eisvet Gourc’hemen.

8. Guevier na nep fals lesteni mir birviquen n’o liviri.

G. PEtra difen Doue ouzimp-nîn dre an eisvet Gourc’hemen, Guevier, etc ?

R. Difen а rа ouzimp ar guevier, ar fals testeni, an detraction, hac ar jugeamancho temerer.

G. Petra eo ar gaou ?

R. Ur guer contrel d’ar pez a songer, gant intantion da drompla.

G. Нас èn so permetet a vechio laret guevier ?

R. Salocroas, non pas memes evit sauvetaat ar vuez.

G. Нас еn so pec’het bras douguen testeni faus ?

R. Ya, ur c’hrim eo, ur parjur hac ur c’has reservet.

G. Нас èn so obliget un test faus da repari ar gaou en deus gret ?

R. Ya, mar guell en nep fæçon.

G. Petra eo an detraction ?

R. Ur goal deodat, injust ha noasus d’an nessàn.

G. En pet fæçon e c’heller detracti pe drouc coms ?