Pajenn:Catechis, 1817.djvu/169

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
166
Catechis


R. En diou fæçon, en guir hac en gaou.

G. Нac èn so pec’het bras detracti паc en guir nac en gaou ?

R. Ya, rac an henor a so preciussoc'h evit an arc'hant hac an aour.

G. Pechet eo ive cheleo ar goal deodo ?

R. Ya, principalamant pa assanter gante.

G. Нac èn so avoalc’h covessaat an detraction ?

R. Salocroas, ret eo ive repari guella ma eller.

G. An hini en deus drouc comset en gaou, petra dle-àn da ober ?

R. En em dislaret.

G. Petra signifi ur jugeamant temerer ?

R. Drouc songeal re vuan eus an nessàn.

Ar fals Testeni.

Doue dre an eisvet gourc’hemen a difen ar fals testeni, ar gaou, an detraction, an insult, ar soupçono ha jugeamancho temerer. Ar fals testeni a so un deposition greet en justiç a enep ar virionez. Ur c’hrim eo, ur parjur, ur c’has reservet. En peder fæçon e voar fals test.

1°. En ur accusi un innoçant.

2°. En ur assuri un dra faus.

3°. En ur servigi a acto pe titro faus. Ar re o fournis a so coupabl eus ar memes crim.

4°. En ur nac’h ar virionez pa ve goulennet gant ur Barner legitim.

Ar fals testeni a so ur c'hrim horrupl. Que-