Pajenn:Catechis, 1817.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
167
Treguer.

meret а rа Doue da dest eus ar gaou, violi a ra an oll justiç, hac alies e toug d’an nessàn un domaich irreparabl. Doue a gondaon ar fals test d’ar maro eternel. Ar gouir canon pe ecclesiastiq en c’hondaon, 1°. Da seiz vloas a binigen. 2°. Eo discleriet infam. 3°. Da vezàn punisset corporellamant ; hac al lezenno civil er c’hondaon ive d’ar maro.

Ar gaou.

Laret guevier, eme Sant Augustin, eo coms a enep ar pez a songer. Ne leret quet a c’hevier, eme ar Speret-Santel ; rac ar gueno a brononç ar gaou, a ro ar maro d’an ine.

N’en deo jamæs permetet laret guevier evit bezàn gourdrouset, pilet, conserv e vado, e vuez, e henor, pas memes evit sauvetaat ine on nessàn. Doue eo ar virionez, na ell quet soufr ar guevier, ha n’en deus quet a ezom eus on guevier. Na eller jamæs ober un drouc evit procuri ur vad. An oll guirioneo ne dint quet mad da laret, tevel ha læret guevier a so daou. Ar pez a ouzomp dindan ar secret naturel a ellomp da nac’h, rac na ellomp en disolo ep bezàn parjur ; hac аr pez a ouzomp er guis se a so evel pa n’en gouefemp quet. Evel-se ur C’hovesour dre an oll lezenno divin hac humen, a ell nac’h memes gant seramant penaus ne voar netra eus ar pez a vo lavaret dezàn en covesion. Un avocat, ur medecin, ur mignon a so obliget da devel voar ar pez so bet laret deze dindan ar secret naturel. Doue memes en ordren erguis se ; lennet ar proverbo eus a Salomon. Ar brudanç, ar justiç, ar charite a ra un dever da devel voar gals a dreo. Mæs pa voar obliget da goms, leret bepret ar virionez, peautramaat e veac’h cou-