Pajenn:Catechis, 1817.djvu/173

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
Catechis

naus an diou blac'h-se a represant an differanç a so entre ar pastoret legitim hac ar fals Beleyen.




EXPLICATION

A c'hourc'hemeno an ilis.


VIII. QUENTEL.

Voar ar c'hentàn Gourc'hemen.

1. Cleo devotamant pen-da-ben
Вep Sul, bep Goël an Oferen.

G. HAc èn so avoalc’h miret gourc'hemeno Doue evit bezàn salvet ?

R. Salocroas, ret eo ive miret Gourc’hemeno an Ilis.

G. Digant piou e teu autorite an Ilis ?

R. Digant Jesus-Christ.

G. Pet gourc'hemen e deus groet dimp an Ilis ?

R. C'huec'h principalement, pere a dle an oll da с'hout.

G. Leret gourc’hemeno an Ilis ?

R. Cleo devotamant pen-da-ben, etc. (en fin ar chatechis).

G. Petra gommand dimp-nîn ar c’henta gourc’hemen, Cleo devotamant, etc. ?

R. Clevet an Oferen pen-da-ben d'ar Sulio ha d'ar Goëlio bers.

G. Petra eo an Oferen ?

R. Ar Sacrifiç eus a gorf hac a oat J. C.