Pajenn:Catechis, 1817.djvu/174

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
Treguer.


G. Petra signifi Sacrifiç ?

R. Un offranç gret da Zoue.

G. Piou a offr ar Sacrifiç-se da Zoue ?

R. Jesus-Christ en em offr e-unan dre daouarn ar Belec.

G. Jesus-Christ eta a so Belec ?

R. Ya, bezàn eo ar Belec principal hac ar Victim assembles.

G. Evit petra en deus instituet J. C. an Oferen ?

R. Evit represanti ha continui e Sacrifiç voar ar Groas ?

G. Evit piou en em offr J. C. en Oferen ?

R. Evit ar re veo hac ar re varo.

G. Un action gaër eta eo an Oferen ?

R. Ya, n'en deus netra admiraploc'h en douar hac en env.

G. Penaus & tleer asistàn en Oferen ?

R. Gant modesti ha devotion.

G. Gant pe sort intantion e tleer asistàn en Oferen ?

R. Gant intention an Ilis.

G. Pe sort intantion e deus an Ilis ?

R. Adori Doue, e drugarecaat, goulen e c'hraço, calmi e goler.

G. Gret un act evit conformi oc’h intantion da hini an Ilis ?

R. Mên ofr da Zoue ar Sacrifiç,
Gant intantion an Ilis,
Hac a desir communiàn
Gant ar Belec en-Ofern-màn.