Pajenn:Catechis, 1817.djvu/175

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
172
Catechis


G. Pehini eo guellàn tra a ouffet da veditàn epad an Oferen ?

R. Maro ha Passion on Salver.

G. Pe sort act a leret-u er Goureo ?

R. Mên oc'h ador, o ma Jesus,
Ho Corf sacr, ho Goat precius
Quesset guenec'h bete an env
Homaich ma c'horf ha ma ine.

G. Pe sort Oferen a dleer da glevet dre breferanç liessàn ma eller ?

R. An Oferen bred.

G. Leret din en daou c’her dever ur paroissien mad ?

R. Caret e Ilis Paros, ha respeti e Bastor hac e Veleyen.

Gourc'hemeno an Ilis.

Impossubl eo obeissàn da Doue ep obeissàn d’an Ilis. Quemeret evit ur payen hac un den gant peini n’eo quet permetet cavet commerç, eme J. C., an hini ne seleo quet an Ilis. Evit eta accomplissàn gourc’hemeno Doue, eo red ive anaveout ha miret re an Ilis.

Jesus-Christ en deus etablisset pastoret evit gouvern e Ilis ; deze eo da gommandi, d’ar bobl fidel eo da obeissàn ; ha laret a ra penaus nep o seleo en seleo, ha piou benac a vepris aneze, en deus mepris evitàn. Ret eo bezàn succedet d’an Ebestel, ha quement se a so avoalc’h evit cavet gouir da c’houvern an Ilis.

Ar C’honcilo general hac an Tad santel ar pap a ra lezenno evit an Ilis universel, pep Escop legitim evit e Escopti ; rac an Esquibien evel heriterien d’an Ebestel o deus ep douet