Pajenn:Catechis, 1817.djvu/176

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
Treguer.

ebet, autorite da c’houvern an Ilis. Ar Speret- Santel en deus roet deze ar pouar-se. An Ilis eta e deus ar gouir sur ha certen da ober gourc’hemeno. En ober a ra evit condui e bugale d’an observation antier a c’hourc’hemeno Doue, d’ar berfection gristen ha d’ar vuez eternel. Malheur da biou benac a vanq d’o c’hobservi. Na eller quet cavet Doue evit tad ep cavet an Ilis evit mam ; dre an obeissanç eo gout ha nin so e bugale.

Ar Goëlio.

Oll pouario an Ilis, evel m’on deus-àn prouvet alies, a deu digant J. C. Synagog ar Judevien e defoa ar gouir da etablissàn Goëlio, ha Jesus-Christ en deus henoret dre e bresanç diliamant an Ilis. Na eller quet eta doueti eus ar gouir e deus Ilis J. C. da etablissàn Goëlio pe re e voar obliget da solemnisàn ha da sanctifian evel an deiz santel eus ar Sul. Pa chancher a Escopti e voar obliget da sanctifian ar Goëlio el lec’h m’en em guever ; dre oll evel mempro da J. C. hac eus an Ilis, e tleomp an exempl vad hac an obeissanç.

Ar Goëlio a so instituet evit henori Doue, instrui ar bobl, renouveli ar memoar eus ar Verc’hes Vari hac ar Sænt pere a dleomp da henori o c’himita o vertuyo hac o celebri erfad o Goëlio dre ar frequantation eus an Offiço divin hac ar sacramancho. Chetu amàn ar Goëlio bers en Ilis hac en Escopti-màn.

Guenver. An deiz quentàn ar bloas, Circoncision on Salver Jesus-Çhrist.

6. Goël ar Rouane.

C’huevrer. 2. Ar Chandelour, purification ar Verc’hes.