on œuvro mad, mæs surtout dre ar sacrifiç eus an Oferen.
Na henver publicamant en Oferen nemet ar gatholiquet. Nemet deiz guener ar Groas ne beder publicamant evit ar Bayanet. Speret an Ilis eo pedi evite en secret, evit goulen digant Doue o c’honversion, evel hini an heretiquet ha schismatiquet.
Gant fe, confianç, respet ha devotion e tle pep den asistàn en Oferen.
1°. Gant fe ; a-nez ar fe eo impossubl plijout da Doue. Ar fe a disq dimp ar mysterio precius eus ar sacrifiç adorabl.
2°. Gant confianç ; n’en deus netra muy capаbl da souten confianç ar pec’her paour evit J. C. peini en em offr e-unan da Doue evidomp-oll.
3°. Gant respet. N’en deus er Religion action ebet da vezàn comparaget gant ar sacrifiç divin eus an Oferen. Jesus Christ en em offr e-unan d’e Dad eternel, ha nîn a dle en em offr gantàn ; rаc ne asistomp en Oferen nemet evit apæsi coler Doue, goulen e c’hraço hac en trugarecaat.
4°. Gant devotion. En Oferen e tanfeer ar recompanç eus ar gloar eternel, Ur prenv douar refus a raïo-àn e galon d’an hini dirac peini an Ælez eus an env a deu da grenàn gant respet ? An Auter invisiblamant trôn eus an Dreindet a so antouret gant an Ælez enpad ar sacrifiç a Vap unic an Tad eternel, oll joa an env hac an douar, ha nîn a vezo indifferant, ep modesti, ep devotion, ep carantez evit un Doue, en amser memes eus ar sacrifiç eus e garantez evidomp ? N’en don quet estonet, o ma Jesus, ma castiet ar bed malhurus-màn ! Insultet oc’h en o carantez memes. O pugale ne dint quen o