Pajenn:Catechis, 1817.djvu/180

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
177
Treguer.

pugale ; allas c’hui ne vefet quen ive o Doue ! Mezus eo comportamant ar gristenien : horreur am eus ous o c’hompren. О c’hui pere a alfe c’hoas bezàn dign eus an hano a douguet, pelleet dious an dud impi ; preparet quent ar sacrifiç hac o corf hac o speret. Enpad ma offret,

1°. Songet en maro ha passion on Salver ; heuliet-àn en e oll boanio soufret evidomp, hac en e varo voar Menez Calvar.

2°. En em offret gantàn da Doue, ha n’o pezet quen bolonte nemet e hini.

3°. En em burifiet da vianàn dre un act a gontrition, evel un hosti beo, santel hac agreabl da Doue.

4°. Jesus en em offr hac en em humili evit gloar e Dad : en em humiliet ive evit ma recevo en e c’hloar o c’hine paour.

5°. Evit bezàn satisfiet on Salver evidomp, on deus c’hoas ezom a bardon ; rac allas on fec’hejo a so pemdiec : mar mancomp da aplica d’on ine ar bris eus on Redamption, birviquen na vezomp salvet. Sevet eta o speret bete menez Calvar ; asistet en Oferen evel m’o pize-àn groet o velet enno Jesus o vervel evidomp. Bezàn so cals a heurio en pere e quever ar fæçon da asistàn ha da brofitàn eus ar sacrifiç adorabl eus an Oferen. Evurus an ini e defo asistet enni evel ma zeo dleet. Dre breferanç e voar obliget da asistan en Oferen bred e Barous ; an Ilis en ordren, hac a c’hourdrous excomuniàn piou benac a vanco d’an dever-se tri Sul dious-tu, evel ma excomuni en effet piou-benac a asist enni a enep e gourc’hemen hac e difen. Obeisset d’an Iiis, pe n’en deus quet a silvidiguez evidoc’h.