Pajenn:Catechis, 1817.djvu/182

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
Treguer.


R. Govessaat ur veich ar bloas da neubeutàn dindan boan a bec’het marvel.

G. Pe da noat e tleer Gass ar vugale da govessaat ?

R. Voar dro an oad a seiz vloaz pa vent capabl da bec’hi.

G. Petra gommand ar pevare gourc’hemen, Corf da Salver, etc. ?

R. Communiàn da Basq en on Paros, ha non pas en plaç-all ep permission.

G. Pe da noad e tle ar vugale ober o C’homunion guentàn ?

R. Voar dro an oad a daouzec vloas, pa vent instruet mad ha parfæt.

G. Petra gommand ar bempet gourc’hemem, yun a ri, etc.

R. Yun ar c’hoaraïs, an daouzec dezio, ha certen vigilo commandet.

G. Piou so obliget da yun ?

R. Ar re o deus ur bloas voarn uguent ha n’o deus quet a ampechamant legitim.

G. Petra so ret da ober evit yun ?

R. Ober abstinanç a guic, ha tremen gant ur pret bemdeiz, hac ur golation leger dious an noz.

G. Nep na ell quet ober ar yunio voar o hed, hac èn so exant eus an oll ?

R. Salocroas, pep hini a dle ober hervez e c’hallout.

G. Petra gommand ar c’huec’hvet gourc’hernen, Da voener quic, etc. ?