raс d’an oll en deus lavaret Jesus-Christ douguen o c’hroas hac en heuil, na except den. An hini, eme sant Ambroas, n’en deus quet pec’het, en deus yunet ; ha c’hui pehini oc’h eus pec’het ne c’houlennet quet yun ? An Ilis a ordren, ret eo obeissàn. Evit cavet merit e yun, eo ret yun a bec’het. Da betra, eme sant Augustin, e servigeo ober abstinanç a guic, ma ne rer abstinanç a bec’het ? Goëlomp eta on pec’hejo. Yunomp gant joa. Pa yunfet, eme on Salver, parfumet o penn, goëlc’het o pisaich ha bezet guai. D’ar yun eo ret ajouti ar beden hac an aluson, mar deo possubl.
Ar merc’her quentàn eus ar C’hoaraïs, an Ilis a distribu ludu biniguet, ha quement-se evit digass dimp memoar eus ar maro, evit represanti dimp penaus er pinigenno public ar bec’herjen condaonet a voa goloet a ludu, evit on avertissàn da ober pinigen enpad ar C’hoaraïs, yun, pedi, mortifiàn on c’horf, ober an aluson, bezàn assidu d’ar bredication, d’an Offiço, en em absteni a bec’het hac eus an divertissamancho ordinal, tostaat ous ar Sacramancho, ispicial d’ar Sacramant a binigen.
Ar yun eus an daouzec dezio a voa pratiquet en Ilis quent evit ar pempvet canvet. Sant Leon peini a veve en amser-se, a lavar eo instituet gant an Ebestel. An daouzec dezio en em guef da verc’her, d’ar guener ha d’ar sadorn ; ar re guentàn goude an drede Sul eus an Avent.
An eil re, goude ar Sul quentàn eus ar C’hoaraïs.
An drede re, goude Sul ar Pantecost.
Ar bevare re goude ar pevarzecvet a viz Guen-