Pajenn:Catechis, 1817.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
Catechis

golo. Mar deo ur merc’her ar pevarzec, an daouzec dezio a gomanç d’ar merc’her goude.

An daouzec dezio a so instituet evit consacri dre ar binigen pep hini eus ar peder sæson eus ar bloas, evit goulen digant Doue conservation ar froez eus an douar, hac en trugarecaat eus ar re en deus roet ; evit goulen digant Doue Beleyen vad evit e Ilis ; rac en amser-se e ve roet an Urzio. Silvidiguez ar bobl a depant peurvuya eus ar Bastoret ; Doue dre e vadelez a ro ar re vad ; en e goler e permet ar re fall.

Ar Vigilo.

Ouspen ar yun eus ar C’hoaraïs hac an daouzec dezio, e heus c’hoas certen yunio comandet quent evit certen Goëlio din. Hanvet int vigil, rac gueich-all e ve tremenet en peden an noz quent evit ar Goëlio bras, ar pez a deuas da vezan un abus, hac an Ilis n’e deus conservet nemet noz Nedelec. Yun eo an deiz quent evit certen Goëlio, evit en em brepari dre ar binigen da celebri dignamant ar Goël, ha meritout protection ar Sænt en henor da bere e vent celebret. An Escop a ell lemel pe ordren yunio dreist ordinal. Obliget e voar da obeissàn dezàn mar deo heritier d’an Ebestel.

Ar Rogationo.

Doue evit vangi ar goad eus e Verzerien, a bunissas Rom hac e Frovinço non pas epquen dre ar bresel, mæs c’hoas dre ar c’hrena douar, an tân goal. An Dauphine, surtout ar guær a Vienn a voe desolet dre gals a valeurio. Al loënet goe a deue memes en quær. En noz Pasq er bloas 469, an tân a grogas en ty quær. Saint Mamert Escop a voa en Ilis gant ar bobl, pere a sortias. S. Mamert en em brosternas dirac an