Pajenn:Catechis, 1817.djvu/188

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
Treguer.

Auter. Ur miracl a lazas an tân, ar bobl a retornas d’an Ilis. S. Mamert a instituas ar Rogationo pe pedenno public evit distrei coler an Autro Doue divoar ar guær valhurus-se ruyet gant goad ar Verzerien. D’ar goude e voent continuet an tri deiz quent an Asçansion. Procession sant Marc a so ive instituet evit calmi coler an Autro Doue. En deize-se quen couls ha d’ar Rogationo e rer abstinanç a guic. N’en deo quet yun, abalamour d’an amser baschal. Franç a dle o c’hober evel sant Mamert.

An abstinanç a guic da voener ha da sadorn, a observer aboe commançamant an Ilis. D’ar guener e c’henorer principalamant maro on Salver, da sadorn ar Verc’hes glorius, enterramant on Salver, hac en em breparer da celebri evel ma zeo dleet an deiz santel eus ar Sul.



X. QUENTEL.

Voar ar Pec’het.

G. PEnos e torer gourc’hemeno Doue ha re an Ilis ?

R. Dre ar pec’het peini eo brassàn drouc so er bed.

G. Petra eo ar pec’het ?

R. Quement-so a enep gourc’hemeno Doue ha re an Ilis.

G. Petra eo ar pec’het originel ?

R. An hini a deu guenemp voar an douar, evel bugale da Adam,

G. Penaus e ve effacet ar pec’het originel ?