G. C’hui lar e credet en Doue, pet Doue so ?
R. Unan epquen.
G. Petra eo Doue ?
R. Ur speret pur ha souveræn, Crouër d’an Env ha d’an Douar, leun a bep sort perfection.
G. Doue hac èn so eternel ?
R. Ya, n’en deus quet bed a gommançamant ha nen devo quet a fin.
G. Pellec’h emàn Doue ?
R. Dre oll.
G. Emàn ive eta en ifern, er purgatoar, hac er barados ?
R. Ya sur.
G. Petra ra Doue en ifern ?
R. Punissàn eternellamant ar re daonet.
G. Petra ra Doue er purgatoar ?
R. Punissàn evit un amser ar re so maro en stat a c’hraç, ha dleourien d’ar justiç divin.
G. Petra ra Doue er Barados ?
R. Recompansi da virviquen ar re evurus.
G. Hac en so Doue ive amàn presant ?
R. Ya sur.
G. Perac eta na velomp-nîn quet anezàn ?
R. Abalamour ma eo ur speret pur, n’en deus quet a gorf evit bezàn guelet.
G. Нac èn a gleo, hac a vel a c’hanomp-nîn ?