Pajenn:Catechis, 1817.djvu/190

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
Treguer.

a lezen humæn, peini eo ar pez so ordrenet dre an Ilis, hac a henver lezen ecclesiastiq ; pe ar pez a so ordrenet dre ar puissanço eus an douar, hac a henver lezen civil. Violi al lezenno se eo pec’hi, rac an oll buissanç a deu digant Doue.

Ar pec’het a ignoranç eo pa ne ouser quet ar pez e voar obliget da c’hout. Ar pec’het a fragilite eo pa bec’her ep ober attantion, pe pa voar trainet gant un dentation violant. Ar pec’het a valiç eo an hini a gometer gant anaoudeguez e rer an drouc ; hanvet eo pec’het a enep ar Speret-Santel, an disesper, ar bresomption, combati ar virionez anaveet, evel an heretiquet, ar schismatiquet ; an anvi, an defaut a binigen hac an obstination a so pec’hejo a valiç, hac a enep ar Speret-Santel. Daou sort pec’het so : an originel ; peini eo pec’het Adam ; an actuel, peini eo an hini a gometomp ac’hanomp on-unan, hac a so veniel pe marvel. Dre sonch, dre goms, dre œuvr ha dre omission e c’heller pec’hi. Ar pec’het marvel a ro ar maro d’an ine, da laret eo, a briv an ine a c’hraç Doue peini eo e buez ; rac Doue ne màn quet en un ine coupabl a bec’het marvel, peini on rent ennemi da Doue, esclav d’an diaoul ha coupabl a boanio an Ifern.

Ar pec’het veniel na lem quet graç Doue, mæs e diminuí a ra, ha disposi d’ar pec’het marvel ; rei a ra d’an drouc-speret ners voarnomp, meritout a ra punition, temporel evit guir, mæs terrupl, eme sant Augustin.

1°. Pec’hi a rer dre sonch, pa gonsanter a galon d’an drouc, ha pa ve possubl ne ve quet cometet ; rac dre ar volontez e rer an drouc evel ar mad. Pec’hi a rer dre sonch, pa gue-