XI. QUENTEL.
Voar at pec'hejo capital.
G. Petra eo ur pec’het capital ?
R. Ur viç, ur goal habitud hac ar sourcen a gals a bec'hejo.
G. Pet pechet capital-so ?
R. Seiz.
G. Pere int-y ?
R. Ourgouil, avariç, luxur, anvi, gourmandis, coler ha diegui.
G. Petra eo an ourgouil ?
R. Un istim re vras ac'hanomp on-unan, hac a ra dimp meprisàn ar re-all.
G. Petra eo an avariç ?
R. Un attaich direglet ous mado an douar.
G. Petra eo al luxur ?
R. Ar pec'het infam eus an impurete.
G. Petra eo an anvi ?
R. Un dristidiguez eus a vad on nessàn, dre ma credomp on deus muy a verit evitàn.
G. Petra eo ar gourmandis ?
R. Un affection direglet da dibri pe da eva.
G. Petra eo ar goler ?
R. Un transport violant hac un desir direglet d'en em vengi.
G. Petra eo an diegui ?