Pajenn:Catechis, 1817.djvu/198

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
Treguer.

fanç groet da Doue. Eus ur sort coler e coms ar prophet David pa lavar : En em lequeet en coler, mæs na bec’het quet. Honnez eo ar goler reglet mad a dad, a vam, a væstr, a væstres voar an disurs eus o bugale hac o servigerien. Honnez eo ar goler a bep christen evit difen e religion a beini ar brofanation a indign e galon. Evel-se e voa coler Phinees a enep un abominabl ; hini ar prophet Eli evit ar fals prophetet pere a dromple ar bobl, da bere e eure mervel, evel ma eure coezàn an tân eus an env voar daou Gabiten pere en henve dre oap, Den Doue. E disquibl Elisee a eure da daou ours devori ar vugale habil ha drouc-disquet a Vethleem, pere en hanve penn moal, penn moal. S. Pêr en em goleras a enep Anani hac e briet ; S. Paul a enep ar magicien Elimas peini en em oppose da gonversion Sergius. Hon Salver, an douçder memes, en em dransportas a enep ar profanatourien eus an Templ, hac o chasseas a daulio foet. Mar deo eta ur mouvamant santel a fix on c’homportamant, ar vivacite a impliomp a so ur vertu, ha non pas ur viç. Mæs na dleer quet en em dromplàn ; rac n’en deus nemet an interest evit gloar Doue a guement a ell rentàn santel ar mouvamant-se, ha quement-se a so ral. Aretet eta ar mouvamant eus o speret ; na bermetet jamæs e haffe an eaul da guzat voar o coler, eme ar Speret-Santel. An douçder a so ur vertu excellant dirac Doue hac ar bed. Pratiquet.

An Diegui.

An den a so ganet evit labourat, evel an even evit nigeal. An diegui a so un degout volontær evit ar vertu, ul lachete da ober on dever. Cou-