Pajenn:Catechis, 1817.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
196
Catechis

pabl e voar a diegui pa ne labourer quet hervez e stad hac e gondition ; pa negliger d’en em instrui, da servigi Doue ha da labourat d’en em sauvetaat, pa ne rer quet e oll effort evit en em gorrigea hac avanç er vertu. An diegui a so ur pec’het bras. Garotet treid ha daouarn, eme on Salver, d’ar serviger inutil, ha teulet-àn en devaligen eternel. Ar faineantis, an danso, ar jeuyo a ra an diegui. E bugale eo an aversion evit al labour, ar c’housquet re, an disesper, ar gassoni evit ar virionez hac an nep e lavar, an dissipation a speret, ar yunio hac ar galidien a galon. Ar remejo ous an diegui eo non pas en em seleo, pedi, yun, labourat ha songeal er maro, ha penaus an den diegus a arru gantàn col amser, paourantez, ha mil genamant voar e speret. Meditomp serieusamant on finvezo divezàn.

HISTOAR.

Bugale Noë arru un nombr bras, a songeas en em separi evit habitan differant lodenno eus an douar mæs quent evit en em separi e levergeont : Batissomp ur guær hac un tour peini a dapo bete an env. C’hoant o defoa dre enno da lacаt coms aneze ha d’en em breservi dious an eil diluch. Mæs Doue evit discoen penaus eo dre an humilite e tle an den en em sevel, a eure goab hac a distrugeas un affer quen ridicul. Disquennomp, emezàn, guelomp petra a ra ar bobl-se. Perseveri a raïo en e dessein, ret eo en ampech. Er momet-se Doue a gonfondas o langaich, en hevelep fæçon na ellent quet en em entent. Chetu int-y obliget da abandoni an œuvr eus o vanite, ha da vont et broyo all separet un darn a bep tu. Chetu a-se