Pajenn:Catechis, 1817.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
Treguer.

tour Babel, pe confusion al langaich, hac ar sourcen a guement langaich a gomser voar an douar. Inutil eo d’an den ourgouillus en em sevel a enep Doue, humiliet ha confondet a vezo pa songeo neubeutàn. Quement-se a arruo gant an dromplerien, an dud væn hac ourgouillus. En em humiliomp eta dindan an dorn oll-galloudec a Doue, hac evitomp pep sort pec’het.



XII. QUENTEL.

Voar ar pevar fin divezàn eus an den.

G. LEret din c'hoas ur remed excelant ous ar pec'het ?

R. Songeal alies er pevar fin divezàn eus an den.

G. Pere eo ar pevarf in divezàn eus an den ?

R. Ar maro, ar jugeamant, an ifern hac ar barados.

G. Petra eo ar maro ?

R. Ur separation entre ar c'horf hac an ine.

G. Leret din ar voyen da gavet ur maro mad ?

R. Condui ur vuez vad.

G. Pet sort jugeamant so ?

R. Daou sort : ar jugеamant particulier hac ar jugеamant general.

G. Petra eo ar jugeamant particulier ?

R. Ar setanç a ro Doue d’an ine evel ma ve maro an den.