Pajenn:Catechis, 1817.djvu/202

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
Treguer.

jugeamant ar setanç divezàn, ar barados ar recompanç divezàn eus ar vertu, hac an ifern an divezàn punition eus ar pec’het.

Ah peguen c’huevr eo ar sonch eus ar maro, evit piou benac a glasq e blijadur er bed màn ! Ar maro eo separation an ine dious ar c’horf. Den aboe ar pec’het n’en deo exant eus ar maro ; lemel a ra diguenemp ar vuez, on mado on c’herent, on mignonet hac oll blijadurezo ar bed màn ; hac ar philosophet, pere o deus invantet quen lies a art evit lemel ar vuez, n’o deus na ne gafoïnt birviquen hini evit ampech ar maro. Ar pec’her en deus aon bras rac ar maro ; mæs ur c’hristen just, innocent pe benitant n’en deus quet ar memes aon. Guelet a ra memes gant joa ar fin eus e boanio voar an douar, commançamant an evurustet eternel eus a beini an esperanç e deus bepret groet e gonsolation er bed-màn.

Songeomp eta er maro evit cavet horreur ous ar pec’het. Certen eo penaus eo ret mervel ; na ouzomp nac an heur nac ar momet : martese e vezo subit… Surpren a ra ar maro an darn-vuya. Na verver nemet ur veich, hac ur maro fall a so irreparabl, rac condui a ra d’ar maro eternel. En em breparomp eta serieusamant. Amser ar c’hlevet n’en deo quet suffisant evit en em brepari d’ar maro. Gortos na vezer oaget e ve contàn voar un termen a beini n’en domp quet sur, en em exposi da vezan suprenet hac abandonet, gant Doue. Lequeomp eta urs en on affero, evit an amser presant, tremenet ha da dont. Eus ar vuez a gondufomp e tepanto on maro. Ur vuez reglet mad a gondu da ur maro mad ; ur vuez criminal da ur maro fall. Songet ha profitet.