Pajenn:Catechis, 1817.djvu/203

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
200
Catechis


Ar Jugeamant particulier.

Douguet eo an arret, eme sant Paul ; an oll a varvo evit bezàn barnet goude. An ine evel ma ve sortiet eus ar c’horf, a so citet en tribunal J. C. evit rentan cont eus an drouc hac ar mad e deus groet er bed-màn. Ar gont-se a vezo meurbet rigorius. J. C. a lavar e vezo ret rentàn cont eus ur guer inutil memes. Barnet e vezer non pas equen voar ar pec’het, mæs c’hoas voar ar vertuyo. Pa vezo arru ma amser, eme on Salver, e varnin oc’h œuvro mad memes. Na vezo quet hervez maximo an dud e vezer barnet, mæs voar ar virionez eternel, comso Doue, an Aviel. Chetu a-se reglen ar jugeamant ; examinomp hac èn so conform on buez d’ar reglen-se. Jesus-Christ a vezo ar Barner. Peguen terrubl a vezo antren en jugeamant gant Doue ! Guelet a ra tout, anaveet a ra tout, netra na ell en touich. An ine coupabl n’e defo quet ur guer da lavaret. Ne ouzomp quet pe da gouls e vezo ret apparissàn ; en em varnomp eta evit disarmi ar Barner souveren ha calmi e goler. Procuromp d’on speret, coustet da gousto, ar peoc’h eus ur gonscianç vad. Veulomp ha pedomp : bezomp bepret prest ; ne ouzomp quet pe nîn so dign a garantez pe a goler un Doue. Ma ne deu Doue d’on sellet gant truez, den ne allo souten e bresanç ! Esperomp couscoude : misericord an Autro Doue a so infinit. An den impi epquen a dle crenàn o cavet evit Barner an hini en defo mepriset epad e vuez ! Goude ar jugeamant darn a so destinet evit ar barados, darn evit ar purgatoar, darn evit an ifern.