Pajenn:Catechis, 1817.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
201
Treguer.


An Ifern.

Quen certen eo e heus un ifern evel ma zeo certen e heus un Doue. J. C. en lavar a benn seiz gueich en Aviel. An ifern eo al lec’h en peini an drouc-sperejo hac an ineo reprouvet a souffr ar supliço eternel. Al lec’h-se a so depeignet er Scritur sacr evel ur stang a dân, a soufr, carguet a loustoni, a devaligen, hac a guement tra spouronus a ouffet da imaginàn. Un articl a fe eo penaus an ineo collet eternellamant a vezo separet dious Doue, ar pez a henver ar boan a damnation, peini eo ar brassàn poan evit ur c’hrouadur formet evit Doue. Un articl a fe eo penaus ar re daonet a soufro a gorf hac a ine ar brassàn poanio ; ar pez a henver ar poanio eus ar squiencho naturel : rac ar poanio-se pe tân an ifern a vezo eternel. Cær o deus an dud impi ober o libertinet ha goab memes a Doue. N’en deo quet epquen ar fe a disq dimp e heus un ifern, ar ræson memes en lavar da biou benac a ra usaich a nezi. En effet, Doue a renq recompansi pe punissàn en Doue. Or lavaret a rer dimp penaus ne antre netra a souillet en rouantelez an env, en peini e ve quen gloriusamant recompanset an dud just. Eus ur c’hoste all ar ræson a lavar dimp penaus e heus sioas cals pere a sorti eus a vuez ar bed-màn en stad a bec’het marvel. Doue a so just, hac a renq o funissàn en Doue, da laret eo, dre boanio dign eus ar justiç divin, ar pez a ra dre boanio an ifern. Dre al liberte on deus da ober an drouc evel da ober ar mad, e veritomp recompanç pe punition. Or goude ar maro n’on deus quen al liberte-se ; parconsequant eo ret dimp bezàn eternellamant er stad en peini eo sortiet on ine