Pajenn:Catechis, 1817.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
Catechis

eus ar bed-màn. Mar domp decedet en stad a c’hraç Doue, e vezomp eternellamant er stad-se, ha sur da vezàn recompanset. Mar domp decedet en stad a bec’het, e vezomp ive eternellamant er stad-se, ha punisset eternellamant, rac Doue a so just. Disquennomp eta a speret en ifern evit evitàn goude on maro e boanio terrubl hac eternel. Aretomp on daoulagat ; re an ineo collet a vezo tourmantet enpad an eternite dre ar guel spouronus eus an drouc sperejo. Stoufomp on diouscouarn ; re an dud daonet ne glevont nemet cri hac irvoud, clem ha blasphem a enep Doue, ar Verc’hes hac ar Sænt. Moderomp on zeod ; gueno ar re daonet a vezo tourmantet dre an naon hac ar sec’het, ha n’o defo da eva nemet ar væstl eus an dragonet. Mortifiomp on c’horfo ; re an dud reprouvet en ur stanq a dân hac a soufr a vezo tourmantet dre broportion ma voant bet er blijadur er bed-mân. Anfin ar re daonet a vezo tourmantet gant arraich, gant an drouc-sperejo, pere na squisont jamæs ous o c’hastiàn. Gravet doun en o calon ar c’homso màn eus a sant Yan « Evit ar pez a sel an dud laich, incredul, abominabl, impur, muntrerien, ampoesonerien, idolatret, gaouyadet, o fartaich a vezo en ur stanq a soufr hac a dân ardant, honnes eo an eil maro. »

Ur pec’het marvel epquen a briv an ine a c’hraç Doue ; eil maro an ine eo ar poanio eternel. Songet enne.

Ar Barados.

Barados a signifi plaç a joa hac a blijadur en peini Doue a recompanç an oll ineo evurus.