Pajenn:Catechis, 1817.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
206
Catechis

c’hristen. Anfin ar Binigen, ar Briedeles hac an Noüen a so er bevare renq. Jesus-Christ evel Doue ha den a ro d’ar Sacramancho oc’h oll vertu hac effet. Instituet en deus aneze evit effaci ar pec’hejo, en ur applica dimp ar merit eus e varo hac e bassion, hac evit ma vezo anaveet ar gristenien dre ar merco visibl-se eus ar religion. Matier ar sacramant eo ar sign visibl en pep sacramant, comso ar ministr eo form ar sacramancho. Ar pouar da administra ar sacramancho a so lod eus ar pouario roet gant J. C. d’an Ebestel. Bezàn so sacramancho a ve administret gant an Escop, evel ar Gonfirmation hac an Urz ; re-all gant ar Veleyen : mæs an oll a ell badezi en cas a necessite.

Eus an treo mysterius pe sacramantal.

An treo sacramantal a so certen treo pe pedenno santifiet gant an Ilis evit santifiàn ar bobl. Orans, tinctus, edens, confessus, dans, benedicens ; ar voer latin-se o merq oll.

1. Pedi. Ar Bater, ar pedenno public eus an Ilis, squei voar e estomac dre c’hlac’har evel er Gonfiteor, etc.

2. An Aspersion. Pa guemeret dour biniguet evit ober sign ar Groas.

3. Ar bara biniguet. 4. Ar govision public d’ar yaou guemblit, hac ar Gonfiteor en commançamant an Oferen. 5. An aluson. 6. Benediction un Escop pe un Abad.

An œuvro santel-se ne dint quet sacramant ; ne effaçont quet dreize oc’h unan ar pec’hejo veniel, mæs en ober a reont hervez disposition an hini a deu d’o fraticàn. An histoar a raport meur a viracl aruet dre ar pratic eus an treo santel-se ; mæs ret eo o fraticàn en unite gant an