Pajenn:Catechis, 1817.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
207
Treguer.

Ilis ; e maez an unite-se n’en deus na benediction na silvidiguez.

Ar Golo beniguet.

An usaich eus ar golo biniguet a deu eus ar c’hentàn persecutiono a Ilis J. C. An Ebestel ha Beleyen fidel a voa obliget da laret an Oferen er c’havernio, er c’havio, er beyo. Ret e voa cavet golo, hac an Ilis e deus conservet an usaich se evit digass memoar eus ar bersecution e dige ar guir Ilis da soufr en pep amser hervez comso J. С. ; evit digass dimp da sonch penaus J. C. eo ar sclærigen eus ar bed ; evit bezаn ar sign eus ar fe, rac ar fe a ro dimp sclærigen. Ur pilær coar biniguet, pe ur siergen, a verq dimp dre e guender, ar burete a vuez ur c’hristen, an tân an ners eus on c’harantez ; hac evel ma sav ar flam ous crec’h, e verq on esperanç ; ar sclærigen a verq ar fe.

Benediction ar Font Badiziant a deu eus an Ebestel ; benediction an dour a deu eus ar memes sourcen. Biniguen a rer an dour evit n’en defo an drouc-speret pouar ebet voar an treo e defo touchet, mæs ma vouint conservet gant ar Speret-Santel. En em servigi a rer eus an dour biniguet evit en em burifian, dious noz, dious veure, en danger hac en dentation, mæs bepret gant fe, devotion ha glac’har da vezan offancet Doue. Na eller en em servigi nemet a dour biniguet gant ur Belec catholic.

————