Pajenn:Catechis, 1817.djvu/212

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
209
Treguer.


R. Salocroas, rac lacaat a rer ar buguel en danger da vervel ep Badiziant.

G. Pe sort obligation en deus ur paëron ha ur vaërones ?

R. Obligation da instrui o fillor pe o fillores mar manq deze instruction abeurs o zud.

G. Pet sacramant a Vadiziant so ?

R. N'en deus nemet unan peini eo ar Vadiziant dre dour.

G. Petra eo eta ar Vadiziant dre oad hac ar Vadiziant dre desir ?

R. Diou voyen da vezàn salvet defaut ar sacramant.

G. Нac èn so necesser ar Vadiziant evit bezàn salvet ?

R. Ya, a-nez ar Vadiziant n’en deus barados ebet.

Voar ar Vadiziant.

Ar Vadiziant a so ur sacramant a effaç ar pec’het originel, hac on groa christenien, bugale da Doue ha d’an Ilis. Bezàn eo an oor eus an oll sacramancho ; na eller receo hini ep bezàn badezet. Effaci a ra hac ar pec’het originel hac ar pec’hejo-all gant an oll boan dleet deze. Rac, eme sant Paul, n’en deus na poan na damnation evit ar re a so en Jesus-Christ dre ar Vadiziant. Mar bezet eta en noad, ha coupabl a bec’het pa recever ar Vadiziant, e ve effacet an oll bec’hejo. Mæs an ignoranç, ar panchant d’an drouc, an infirmiteo spirituel pe corporel, evel an necessite da vervel, n’en dint quet distrujet er bed-màn ; na vezer dilivret a-neze nemet goude ar