Pajenn:Catechis, 1817.djvu/213

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
Catechis

resurrection general. An delivranç-se, eme S. Augustin, a ell bezàn sellet evel un effet eus ar Vadiziant.

Ar Vadiziant on groa bugale da Doue dre ar vuez nevez a recevomp en J. C. peini a ro dimp ar gouir da henvel Doue on Tad, ha da sellet an env evel on heritaich. Hon ober a ra bugale d’an Ilis, raс on lacaat a ra en renq e mempro hac en gouir da barticipàn er sacramancho, hac en oll vado spirituel an Ilis. Ar Vadiziant a imprim en ine ur c’haracter ineffaçabl : Pep hini na ell bezàn badezet nemet ur veich. Na eller quet bezàn salvet a-nez ar Vadiziant. Piou benac, eme on Salver, n’en deo quet hadganet dre an dour hac ar Speret-Santel, ne antreo quet en Rouantelez an env. Tout, evel bugale Adam, on deus an taich pe ar pec’het originel ; na ell bezàn effacet nemet dre ar Vadiziant. Paëron ha maërones a bresant d’an Ilis an hini a dle bezàn badezet, a ro dezàn an hano, a so test eus ar Vadiziant, hac evel caution, e respontont evit ar buguel. Evit bezàn paëron ha maërones, eo ret bezàn catholic, confirmet mar deo possubl, hac a vuez vad. Bezàn e zint an tado hac ar mamo spirituel eus ar buguel.

1°. Ret eo d’ar paëron ha d’ar vaërones bezàn catholic : an Ilis n’e deus quet a gommerç gant an heretiquet, ar schismatiquet ; hac ar re ne dint quet e mempro n’o deus quet ar gouir da bresanti dezi bugale, ha da respont evite.

2°. Ret eo e vent instruet mad. О dever eo, en cas a ezom, instrui o fillor pe o fillores ; ha penaus e c’hellont en ober ma ne dint quet instruet ? Tado ha mamo ; groet attantion voar ar