bere ar buguel a renonç da satan, d’e bompo, d’e œuvro, evit heuil J. C.
11. Frotàn a ra gant an oleo entre diou scoa ha voar beutrin ar buguel, evit signifiout ar c’hraç a rent ar christen victorius er gombat spirituel.
12. Ar Belec a c’houlen digant ar buguel hac èn en deus c’hoant da vezàn badezet ; rac na vadezer nemet ar re o deus c’hoant da vezan badezet.
13. Rei a ra ar sacramant gant dour, crêm bac eol biniguet d’ar sadorn Phasq ar Pantecost.
14. Frotàn a ra en form ur groas lein penn ar buguel gant ar c’hrêm sacr, evit ober entent penaus dre ar Vadiziant eo groet evel Belec, Roue, hac e c’happarchant ous al ligne choaset gant Doue.
15. Ur bonet guen a lequeer voar benn ar buguel, evit e avertissàn da divoal bete ar maro ar saë a innoçanç en deus recevet ; rac ar bonet-se a signifi ar saë voen a roet gueich-all d’ar re a voa badezet, ha da beini e telc’hent mad epad seiz deiz. Mad eo ive derc’hel dre respet, ur spaç dezio, an habit badiziant-voar benn ar buguel, mæs ep superstition.
16. Anfin laquaat a rer en dorn ar buguel ur pilær coar allumet, evit digass da sonch penaus ur c’hristen a die bezàn remerquet dre an eclat hac ar sclærigen eus ar vertu.
En ur ober reflexion voar ar ceremonio santel-se, e c’hallo pep hini cavet matier evit renouveli d’ar bianàn ur veich ar bloas, ar vœuyo pe ar promesseo eus ar Vadiziant. Ur c’hristen na dle jamæs manca d’an dever se. Lavaret a dle : « Mên a renonç a greis ma c’halon da satan, d’e œuvro, d’e bompo, da vaniteo, da