Pajenn:Catechis, 1817.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216
Catechis


R. Evit disque e tleomp bezàn prest da soufr an oll afroncho hac ar maro memes evit difen ar fe.

G. Pe sort disposition so ret evit bezàn confirmet ?

R. Ret eo bezàn en stad a c'hraç, ha gout er fad ar c'hatechis.

G. Pe sort pec’het a gomette nep a ve confirmet en stad a bec’het marvel ?

R. Cometi raffe ur sacrilech, ha ne recefe quet ar Speret-Santel.

G. Pegueit e renouer chom en Ilis goude ar Gonfirmation ?

R. Ret eo chom da vianàn quen n’en deve roet an Escop e venediction ?

G. Da betra eo obliget ar re so bet confirmet ?

R. Obliget int da difen hardimant caus Jesus-Christ, ha da heuil maximo an Aviel.

Voar ar Gonfirmation.

Ar Gonfirmation a so ur sacramant peini a ro d’ar re a so badezet, ar Speret-Santel evit o fortifiàn hac o rentan christenien barfæt. Ar Gonfirmation eo unan eus ar seiz sacramant instituet gant J. C. Un articl eo eus on fe. Evit receo ar sacramant hac ar Speret-Santel eo ret bezàn instruet mad hac en stad a c’hraç ; neuse ar Speret-Santel hac e donæsono a guemer possession en calon an hini a ve confirmet. Mæs, ô ma Doue, ha na ve quet guelet tud valhurus o receo ar sacramant-màn digant ar re ne dleont quet en administràn, ha pere parconsequant el