Pajenn:Catechis, 1817.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
Treguer.


G. Pet sort Contrition so ?

R. Diou sort ; ar Gontrition barfæt, hac ar Gontrition imparfæt.

G. Petra eo ar Gontrition barfæt ?

R. Ar glac’har da vezàn offanset Doue, abalamour d’e vadeles infinit.

G. Petra eo ar Gontrition imparfæt, pe an Attrition ?

R. Ur glac’har da vezàn offanset Doue gant aon rac e justiç.

G. Ha nin a ell bezàn salvet gant ar Gontrition barfæt epquen ?

R. Ya, ma na ellomp quet cavet an absolven.

G. Ha nin a ell bezàn pardonet gant ar Gontrition imparfæt epquen ?

R. Salocroas ep an absolven.

G. Gred un act evit goulen ar chraç eus ar Gontrition ?

R. Ma Jesus dre o Passion,
Reit ur gouir glac’har d’am c’halon,
Нac ur propos ferm da viquen
Da vezàn fidel d’o lezen.

G. Ouspen ar glac’har eta eo ret ive cavet ur propos ferm ?

R. Ya, rac ar propos ferm a so lod eus ar Gontrition.

G. Ar re a bropos bemdeiz en em gorrigeàn ha ne reont quet, hac ii o deus ur propos ferm ?

R. An dra-se so quasi impossibl.