Pajenn:Catechis, 1817.djvu/224

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
221
Treguer.

so differant eus ar Vadiziant ; bezàn eo un eil planquen evit ar re o deus groet naufraich er pec’het goude ar Vadiziant, ha quen necesser ep d’ar re o deus pec’het goude ar Vadiziant, evel ar Vadiziant memes. Ar Binigen a ell bezàn repetet hac accorder alies : raс en institution ar sacramant hac en tri lec’h en Aviel en pere eo comset eus ar sacra&ant a Binigen, Jesus-Christ n’en deus fixet na pec’het impardonabl, na nombr a adfeil. Exhorti a ra memes e Ebestel da vezàn trugarezus ha da bardoni dec gueich ha tri-uguent seiz gueich bemdeiz, dà laret eo, alies. Quen lies gueich ma teu ar pec’her sinceramant ha gant ut guir glac’har da gavet Doue, e zeo prest d’en receo, rac e visericord a so infinit.

Ar matier pellàn eus ar sacramant a Binigen eö ar pec’het marvel, ar veniel a so suffisant ; ar matier tostàn eo ar Govezion, ar Gontrition, ha Satisfaction ar penitant. Ar form eo an absolven peini a effaç ar pec’hejo er momet memes ma ve prononcet ; rac J. C. en deus roet d’e Ilis ar pouar en defoa e-unan. Articl a fe : Reí eo bezàn Belec evit absolvi ; mæs an oll Veleyen na ellont quet absolví : ret eo bezàn deleguet gant an Ilis. Jesus-Christ a roas separamant ar sacramant a Urz hac ar jurisdiction necesser evit absolvi. An Aviel a so test a guement-se. Ar C’honcil a Latran a beini on deus comset voar ar Govezion hac ar Gommunion da Basq, en lavar en termenio sclær. Ar C’honcil a Drant, a lavar penaus n’en deo quet permetet da ur Belec en em attribui ar pouar da effaci pe da derc’hel ar pec’hejo, ep bezàn casset hac autoriset gant an Ilis ; ha mar en groa,