Pajenn:Catechis, 1817.djvu/227

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
224
Catechis

mes plaç an disputo, ar c’hanno en presanç dec personaich, evel ar c’hanno gant scuil goad, ar laëronci eus un dra sacr en plaç profan, hac eus un dra brofan el lec’h santel. Mar deus el laëronci matier eus ur pec’het marvel. Dre dreo santel e c’hententer non pas epquen ar vessellio sacr, al lienaich, an ornamancho, ar golo, al levro hac ar pez so evit servich an Ilis, mæs memes arc’hant ar fabriq hac ar pez a so deposet evit usaich ha decoration an Ilis. 22. Ar fals testeni, ha gonit an testo, 23. Antren er C’houencho. 24. Pillàn an dud naufraget. 25. An heresi. 16. Ar sodomi, etc. 27. Ar c’homidiancho ; na sicour nac asistanç en fæçon ebet ; na dillat, etc., pe e cometer ar pec’het reservet. An duel hac ar spectatourien eus an duel, etc.

Ar Gontrition.

Ar binigen a ell bezàn consideret evel sacramant pe evel vertu. Ar vertu a binigen a so ur glac’har, un detestation eus ar pec’hejo cometet, gant ar resolution ferm na deuer muy d’o c’hometi, d’o c’hastiàn dre ar binigen. En pep amser eo bet necesser detesti ar pec’het evit bezàn pardonet. Ar gontrition eo eta ar poent necesseràn eus ar sacramant a binigen : hep-si n’en deus quet a bardon. ar glac’har-se a galon a renq cavet peder c’hondition.

1. ar gontrition a dle bezàn interieur : ur glac’har eo, ret eo eta e ve santet en fonç ar galon, аr galon-se eo ar princip eus ar pec’het, a-nezi e tle sortial. Malheur da biou benac a sonch dezàn bezàn quit evit ober un act a gontrition a vec an teod, ma n’en deus lod e galon er pez a lavar an teod !

2. Ar gontrition a dle bezàn surnaturel, da la-