Pajenn:Catechis, 1817.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
225
Treguer.

ret еo, bezàn excitet dre ar fe ha mouvamant ar Speret-Santel. Piou benac a voël e bec’het abalamour d’ar vez dirac an dud pe ar bunition en deus meritet, n’en deus nemet ur glac’har naturel. An hini en deus glac’har da vezan cometet ar pec’het abalamour ma c’hoffanç Doue, ma ra col ar barados ha meritout an ifern, en deus ur glac’har surnaturel.

3. Ar gontrition a dle bezàn souveren : Ar mad a gollomp dre ar pec’het eo ar brassàn eus an oll vado ; ar malheur a arru guenemp dre ar pec’het, eo ar brassàn eus an oll valheurio ; just eta ha dleet eo e ve on glac’har d’en bezàn cometet ar brassàn eus an oll glac’hario. Ne dleer quet credi e vanquomp da gavet ar gontrition souveren o vezàn alies muy sansibl voar certen treo eus ar bed pere a douich on squiencho naturel, hac a ra muy a impression voarnomp ; suffis eo e ve appreciet at gontrition-se, da laret eo, eo ret bezàn en disposition da non pas pec’hi marvellamant evit n’eus cas pe sort avantaich, ha bezàn muyoc’h fachet da vezàn offanset Doue evit da soufr an oll gollo, bezàn prest da sacrifiàn tout da Doue, memes ar vuez quent evit e offansi dre ar pec’het.

4. anfin ar gontrition a dle bezàn universel : da laret eo, eo ret detesti universellamant an oll bec’hejo marvel ep excepti unan epquen. Mar conservomp attachamant evit ut pec’het epquen, e zomp ennemiet da Doue, ha non pas glac’haret d’en bezàn offanset. Quement-se n’en deus quet ezom a explication. An oll Scritur sacr, ar ræson memes a lavar dimp pehaus eo impossibl bezàn pardonet a-nez ar gontrition. Goulennomp hi eta digant Doue peini epquen