Pajenn:Catechis, 1817.djvu/230

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
227
Treguer.

evitàn, pellaat, pe goll on ine. Piou benac a gar an danger, a berisso ennàn. Attantion voar guement-se. Evit en em excitàn d’ar glac’har da vezàn offanset Doue, songeomp penaus dre ur pec’het marvel epquen e c’hoffansomp hac e collomp graço-mad ar guellàn eus an oll dado hac eus an oll vignonet. Rentàn a reomp inutil evidomp, mar mervomp er stad-se, maro ha passion on Salver, coll a reomp Doue, ar vuez eternel, ar barados, ha meritout an ifem. Quement-se a dle ober dimp cavet evit Doue ar brassàn carantez, ar brassàn horreur evit ar pec’het, hac ar brassàn glac’har d’en bezàn biscoas cometet.



V. QUENTEL.

Voar ar Govezion.

G. PEtra eo ar Govezion ?

R. Un accusation eus an oll bec’hejo d’ar C’hovezour, evit cavet an absolven aneze.

G. Perac eo ar Govezion un accusation ?

R. Abalamour nep a ia da goves a dle en em accus, ha non pas en em excus.

G. Evit petra e leret-u un accusation eus an oll bec’hejo ?

R. Evit disque na eller nac’h pec’het marvel ebet er Govezion.

G. Nep a nас’he ur pec’het marvel epquen er Govezion, hac èn ve pardonet dezàn e bec’hejo-all ?