Pajenn:Catechis, 1817.djvu/231

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
228
Catechis


R. Salocroas, ober a raffe ur Govezion nul ha sacrilech.

G. Pe sort remed so evitàn ?

R. Hadober e Govezion ha coves e sa crilech.

G. Petra so ret da ober quent ar Govezion ?

R. Examinàn ar gonscianç.

G. Gred un act evit goulen sclærigen d’en em examinàn ?

R. Ma Jesus, reid din sclærigen
Evit ober ma examen,
Нac ur gontrition barfæt
A guement pec’het am eus groet.

G. Voar betra e tleer en em examinàn ?

R. Voar gourc’hemeno Doue ha re an Iiis, voar ar seiz pec’het capital hac on techo fall, ha voar an obligationo eus on stad.

G. Peguement a boan a dleer da lacaat evit ober an examen a gonscianç ?

R. Quement hac a lacafemp da ober un affer a gonsequanç.

G. Leret din ar voyen da renti facil an examen a gonscianç ?

R. E ober bemnos quent mont da gousquet.

G. Petra dle ar benitantet da ober о c’hortos o renq da goves ?

R. Songeal en o fec’hejo hac ober Acto a Gontrition.