Pajenn:Catechis, 1817.djvu/232

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
Treguer.


G. Petra dleer da ober pa vezer arru en quichen treid ar С’hovezour ?

R. Ober sign ar groas, ha laret gant humilite : Ma zad, reit din o penediction mar plich guenec’h, rаc ur pec’her bras òn.

G. Petra dleer neuse choas da laret ?

R. Laret ar Gonfiteor bete meâ culpâ.

G. Leret ar gonfiteor en latin liac en brezonec ?

R. Confíteor Deo… Mên goves ous Doue, etc. (en fin ar Catechis)

G. Dre pe sort pechejo e tleer commanç ?

R. Mad eo commanç dre ar re vrassàn ?

G. Mar deu mez d’ar penitant, petra dle da songeal ?

R. Songeal eo un dra vil cometi ar pec’het hac ur vertu e goves.

G. Нac èn so avoalch laret on deus gret cals a bec’hejo ?

R. Salocroas, ret eo laret ar speç, ar galite hac an nombr a neze guellàn ma eller.

G. Groude bezàn achuet ar Govezion, petra dleer da ober ?

R. Achui ar gonfiteor, ha chelaou attantivamant ar C’hovezour.

G. Mar quef ar C’hovezour a propos differi dimp an absolven pe ar Gommunion, penaus e tleer en em gomporti ?

R. Ret eo obeissàn humblamant d’ar C’hovezour en pep tra tout.