Pajenn:Catechis, 1817.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
230
Catechis


G. Hac èn so mad a vechio ober Covezion general ?

R. Ya, hac alies necesser.

G. Petra dleer da ober goude ar Govezion ?

R. Trugarecaat Doue ha renouveli propos ferm.

G. Petra leret-u eus ar re ne govessaont nemet ur veich ar bloas ?

R. Laret a ràn int tud negligeant, n’o deus quet a soign eus o silvidiguez.

Voar ar Govezion.

Ar Govezion a so un accusation, un declaration a ra ur penitanr eus e bec’hejo da ur Belec aprouvet evit cavet an absolven a-neze. Evit eta receo ar sacramant a binigen, eo ret d’an hini en deus pec’het goude ar Vadiziant, detesti, covessaat e bec’hejo, satisfiàn dre ar binigen, ha receo an absolven digant ur Belec aprouvet, da beini en defo covesseet. Panevert ar planquen-se a visericord an Autro Doue, e vize c’hoas cals biannoc’h an nombr eus ar re salvet. Jesus- Christ en ur rei d’an Ilis ar pouar da effaci ar pec’hejo, a ordren ar govezion a-neze ; rac na ve quet possubl anaveout ar pec’het a dleer da absolví dious an hini a dleer da differi, a-nez an declaration eus an ine coupabl. Ar fe en disq dimp hac ar ræson : rac penaus e c’hallo uh tad corrigeàn e vuguel, ma ne voar quet ar fauto en deus groet ? Penaus e c’hallo ur medecin guellaat ur c’hlanvour, ma ne anave quet e glènvet ? Penaus e prononço ur Barner ma ne voar quet ar sujet voar beini e tle douguen ar