Pajenn:Catechis, 1817.djvu/237

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
Catechis



VI. QUENTEL.

Voar ar Satisfaction.

G. PEtra eo ar Satisfaction ?

R. Ar reparation eus an injur a ra ar pec’het da Doue ha d’an nessàn.

G. Penaus repari an injur a ra ar pec’het da Doue ?

R. Dre ar Binigen.

G. Pesort pec’het a rа ur penitant a receo ur binigen ep intantion d’e ober ?

R. Ober a ra ur sacrilech.

G. Нас èn so ret ober ar binigen ordrenet gant ar С’hovezour ?

R. Ya, dindan boan a bec’hit.

G. Hac èn so avoalc’h ober ar binigen ordrenet gant ar С’hovezour ?

R. Salocroas, buez ur c’hristen a dle bezàn ur vuez a binigen.

G. Ret eo eta ober pinigen ?

R. Ya, rас on Salver a lar ma na reomp pinigen e vezomp oll collet.

G. Leret din an oeuvro a binigen ?

R. Ar Yun, an Oræson, an Aluson, pere a hanver ive œuvro mad.

G. Obliget omp eta da ober œuvro mad ?

R. Ya, rac on Salver a lavar : Ar voeen na dougo quet a froez, a vezo troc’het ha strinquet en tân.