Pajenn:Catechis, 1817.djvu/238

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
235
Treguer.


G. A belec’h e tenn an œuvro mad o merit ?

R. Eus a verito J. C.

G. Ar re a varo en stad-vad quent evit achui o finigen er bed- man, pellec’h eont-y ?

R. D’ar purgatoar.

G. Petra eo ar purgatoar ?

R. Ur plaç a boan destinet evit un amser d’ar re so maro en stad a c’hraç ha dleourien d’ar justiç divin.

G. Нac èn a soufr an ineo poanio bras er purgatoar ?

R. Ya, brassoc’h evit oll boanio ar bed-màn.

G. Penaus e c’hellomp-nîn o soulagi ?

R. Dre an Oferen, an œvuro mad hac an indulgeanç.

G. Petra eo an Indulgeanç ?

R. Ar remission eus ar boan temporel dleet d’ar pec’het.

G. Petra so ret evit gonit an Indulgeanç ?

R. Ret eo bezàn en stad a c’hraç, hac ober ar pez a gommand an Ilis evit-se.

G. An Indulgeanço hac ii a exant a c’hanomp da ober pinigen ?

R. Salocroas ; mæs sicour a reont ar pec’her paour da beàn e dle.

G. Нac èn so dleet ive reparation d’an Nessàn ?