Pajenn:Catechis, 1817.djvu/24

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21
Treguer.

se : quement-se eo Doue. Mar santomp ur boan benac, souden e c’helvomp Doue d’hon sicour ; hac an impi en hevelep occasion er groa eveldomp. Quement tra eta a santomp en hon interieur ; a lavar dimp e so un Doue.

Mar dougàn ma reflexiono er maëz a c’hanon, ha mar gràn usaich eus ma ræson, quement tra a velàn a lavar din e heus un Doue.

Pa gonsideràn ar bed bras-màn, e ornamant, e regularite, e astro, ho reglamant, ho ment, ho sclærigen, al loar, an eaul pere en em discoe hac en em guz en termen merquet ; an nevez amser, an naon, ar gouàn, hac an oll saisonio quen reglet ; an douar, ar mor hac an oll anevalet, ar gonstitution admirabl, non pas epquen a gorf an den, mæs c’hoas a hini ur prenv douar, e c’halvàn a boez ma fen an ourgouillus philo-sophet da dont da explica din petra eo an treo a velan, ha piou en deus ho formet. Moez an natur antier, muyoc’h eloquant evit an oll savantet, a lavar din penaus n’en deus nemet ur furnez infinit capabl a guement-se, hac ar furnez se eo Doue. Cœli enarrant gloriam Dei. Env, douar, mor, lapoucet pere a ninch dre an aer, pesquet pere a neuvi dre a mor, anevalet pere a guers pe a russ voar an douar ; guez, plant, saisonnio, deiz, noz, comset, respontet din. Ho clevet a ràn o lavaret en ur voez : Bezàn e so un Doue, bezàn e so un Doue ; èn en deus hon c’hrouet hac hon gouvern. Totius mundi una vox : Deus est.

Digoromp eta hon daoulagat. Ar guel eus ar bed-màn a so ul levr en peini ar re muyàn ignorant a ell lenn. Scrivet eo ennàn penaus e heus un Doue. An hini ne c’houlen quet selaou