sàn dre ar beden, ar yun, an aluson hac an œuvro mad-all. D’ar C’hovezour eo fixàn ar binigen ; ar penitant a dle e c’hober exactamant hac ajouti a volontez vad evit calmi coler Doue. An Tado santel a lavar eo ur muntr d’ur C’hovezour manqua da broportioni ar binigen d’ar pec’het ; hac ar C’honcil a Drant a lavar penaus ur Belec a rafe-se, pel da disamari ar pec’her, en em amarfe e unan en ur renti compliç eus e bec’hejo. N’en deo quet suffisant en em humiliàn, yun, pedi, ober an aluson ; ret eo quitaat ar pec’het. Ober goab a Doue, bezàn gaouyad hac hypocrit a ve goulen pardon hac ober ar van da ober pinigen eus a bec’hejo pere a guerer c’hoas ha ne c’houlenner quet da guitaat. Den na dle, n’en deus cas peguent just e alfe bezàn, sortial a vuez ar bed-màn ep pinigen. Greet eta oc’h hini er stad a c’hraç, pe en ur guir glac’har da vezàn offanset Doue. Mar oc’h eus groet gaou ous o nessàn, reparet ; raс a-nez an oll satisfaction a ve faus hac inutil. Ar Govizion, ar Gontrition, ar satisfaction hac Absolven ur Belec aprouvet a ra ar sacramant a Binigen. Doue da roï dimp ar c’hraç d’en receo evel ma zeo dleet. Evurus da ober on silvidiguez dre e garantez dreist muzur evidomp ha quen couls marc’hat !
Ar purgatoar eo ar plaç en peini an dud just a achu ar satisfaction dleet d’ar justiç divin quent evit antren er gloar eternel en peini ne antre netra a souillet. Ar fe a disq dimp penaus e heus ur purgatoar. Jesus-Christ a lavar penaus e heus pec’hejo pere ne vent pardonet nac er bed-màn nac er bed- all. Par consequant e heus