Pajenn:Catechis, 1817.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
339
Treguer.


An Indulgeanç.

An Indulgeanç a so ur remission eus ar boan temporel dleet d’ar pec’het, hac accordet gant an Ilis er mæz ar sacramant a Binigen. Ar C’honcilo general hac on Tad santel ar Pap a accord Indulgeanç en Ilis universel, an Esquibien a accord evit o Escopti, mæs a daou-uguent deiz, exceptet pa gonsacront un Ilis nevez : neuse e c’haccordont evit ur bloas. An indulgeanç na effaç quet ar pec’het, mæs disposi a ra d’ar remission eus ar pec’hejo en ur angagi da frequanti ar sacramant a binigen. Sicour a ra ar pec’her da beân e dle. Evit gonit an Indulgeanç eo ret bezàn er stad a c’hraç, da neubetàn pa rer an œuvr divezàn commandet evit e c’honit, raс ret eo ober ar pez a ve ordrenet. An Indulgeanç plenier eo ar remission eus an oll boan temporel dleet d’ar pec’het hervez reglenno an Ilis, hac evel ma voa gueich-all pratiquet. Rac non-obstant na ve quet impliget gant rigor ar pinigenno ordrenet dre an Ilis, e deus bepret ar gouir d’o c’hordren hervez natur ar pec’het. Evel-se un Indulgeanç a daou-uguent deiz, a dri bloas, a seiz vloas, a ell bezàn plenier evit an hini n’en defe quet meritet ur binigen en tuont d’an termenío-se. Na dleer jamæs explica an termen eus ar binigen pardonet dre an indulgeanç voar an amser e tle un ine chom er purgatoar, mæs voar an amser ma pade ar binigen canoniq. Ineo ar purgatoar a ell bezàn soulaget dre an indulgeanço ; ar re veo a ell o gonit evite. An Ilis e deus ar gouir incontestabl da accordi indulgeanç. Evit e gonit eo ret,

1°. Satisfiàn da justiç Doue ; raс an indul-